Leni Riefenstahl

Leni Riefenstahl
Anv ganedigezh : Helene Bertha Amalie "Leni" Riefenstahl
Deiziad ganedigezh : 22 a viz Eost 1902
Lec'h ganedigezh : e Berlin
Broadelezh : alaman
Deiziad marv : 8 a viz Gwengolo 2003
Lec'h marv : e Pöcking
Micher(ioù) : filmaozerez, dañsourez hag aktorez
Filmoù a-bouez : Triumph des Willens, Olympia
Liammoù diavaez

Helene Bertha Amalie "Leni" Riefenstahl (22 a viz Eost 1902 e Berlin - 8 a viz Gwengolo 2003 e Pöcking) a oa ur filmaozerez, dañsourez hag aktorez alaman. Brudet eo evit an nevezintioù hag he c’hened a-fet seveniñ filmoù. Triumph des Willens (Trec’h ar youl) eo he film brudetañ. Ur film propaganda eo, bet filmet e-pad kendalc’h ar strollad nazi e 1934 e Nürnberg. Mignonez da Adolf Hitler ha da Joseph Goebbels e oa Riefenstahl, ar pezh a lakaas anezhi da vezañ lakaet a-gostez goude an Eil Brezel-bed. D’ar mare-se e voe harzet, met ne voe tamallet torfed brezel ebet outi.

Ma’z eo displijet da vat ar vurutellerien gant ar filmoù propaganda a savas er bloavezhioù 1930 e vez meneget alies-tre he c’hened evel ur perzh dreistordinal.

Pa varvas ec’h embannas Associated Press e oa bet Riefenstahl "un difraosterez a-fet seveniñ filmoù ha luc’hskdeudenniñ.” E-barzh Der Tagesspiegel (Berlin) e c’haller lenn : "Leni Riefenstahl he deus difraostet tachennoù sinema nevez." Hervez BBC ez eo he zeulfilmoù “nevezintioù a-fet seveniñ, a-fet teknik ivez gant implij givri-houarn, linennoù-houarn ha meur a gamera o filmañ war un dro." Hervez ar buruteller Gary Morris e oa Riefenstahl "un arzourez dreistvarrek, ur vaouez en ur bed mestroniet gant paotred, unan eus pervezhdedourien bouezusañ ar sinema, evel Sergueï Eisenstein pe Orson Welles." E dibenn he buhez ec’h embannas Riefenstahl levrioù skeudennoù diwar-benn ar meuriad Nouba hag e sevenas filmoù dindan vor.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne